Degemer ar berzhiaded adal 9 :00
Alberz eus istor ar yezh – Mistral hag ar Felibrige – Okitaneg "mistralian" / okitaneg IEO
– Skrivagnerion : Joan Bodon ; Marcelle Delpastre ; Max Rouquette – un tammig diskouezadeg : kazetennoù, kelaouennoù, levrioù...
Addizoleiñ c'hoariva al lennegezh vrezhon, pe distroadañ ar bloc'heiladoù a-zivout :
- Tangi Malmanche, kinniget gant Morgan ar Menn : Marvailh an Ene Naonek, Gurvan ar Marc'heg estrañjour, Buhez Salaun lesanvet ar Foll, pergen.Amzer a vo evit ar goulennoù hag an daeloù da heul pep displegadenn.
Klozadur (17:00- 17:15) ha kafe
Skodenn dre zen (pred, kafe ha gortozenn e-barzh) : 26 €.
Studierion, dic'hweleion : 15 €,
bugale : 10 €.
Teul-enrollañ klokaet ha skodenn da gas da :
ABER, 115 Kergareg, 29870 Landeda, a-benn ar 15 Meurzh 2011
Kemer a rin perzh e Kendael 03 Ebrel 2011
Anv/Kentanv___________________________________
Pellgomz/Pelleiler ___________________
Chomlec'h _____________________________________
Mal elektronek______________________
Amañ-kevret ur chekenn .……€ (war anv ABER)
Deiziad : Sinadur :
evit kaout titouroù ouzhpenn, klikit war an talbenn
Koulm ar Marv gant Peter Tremayne
C'hoar Fidelma, al leanez detektiv anavezet dre holl, zo e Breizh evit ar wech kentañ, o ren un enklask en-dro d'ar Mor Bihan. Digarez dezhi da zizoleiñ ur vro n'anaveze ket, ha da ziskuliañ dimp un darnig eus istor Breizh er 7t kantved. Daou vloaz a-raok an droidigezh c'hallek, setu Koulm ar Marv (The Dove of Death), romant polis Peter Tremayne, troet diwar ar saozneg gant Jean-Michel Mahe evit ar vrezhonegerion.
C'hoariva Jakez Riou
Adkavout ur c'hoariva disoñjet a gomz dimp eus hon amzer.
Gorsedd-Digor, Dogan, Nomenoe-oe !, an tri fezh-c'hoari en deus Jakez Riou bet amzer da sevel, zo bremañ adembannet gant ABER.
![]()
e stumm ur flemmskrid dirollus, ken fresk hiziv hag e 1928, un dezrann spis eus an dispac'h degaset gant GWALARN.
ur bennoberenn eus al lennegezh vrezhon ha bedel. Embannet e 1941, e Breizh – ur vro div wech dalc'het –, Nomenoe an tremeniad a ziskouez hent an dieubidigezh.
war zigarez tarzhadenn "monumant ar vezh" e kustod Ti-Kêr Roazhon, un daolenn drant, leun a fent ha dezvarnus eus an darvoud hag e heuliadoù.