E gwerzh el levrdioù :

A-youl ar Gwent

gant Pierrette Kermoal

Arnodskrid

diwar-benn Barzhonegoù gant Roparz Hemon
«Ha ne welez ket a-vern / E frailh ar voger aour a dorr ,/ Listri da huñ-
vre war ar mor ?»

Ur vag o skeiñ etrezek an donvor, an heol o vont da guzh. Ha setu ma
tigor ar voger aour war weledigezh splann ur bed dianav… Mare bresk
ha berrbad ar c’hrouiñ
.

A-youl ar Gwent a ginnig d’al lenn er dizoleiñ bed ar barzh hag e zodennoù diazez : an avel, an arvont, an troc’h, an digoradur, an hunvre, gwengeloù iwerzhonat adwelet, ar c’hloaz en e ene, hiraezh an harluad, hag ivez erotegezh barzhonegoù Gawain, ha, bepred, atersoù ar c’hrouer…

 

263 p., 14 x 20, Gouere 2009 - 15 €
ISBN : 978-2-916845-06-7