A-HED AR PANAMERICANA,
gant Jorj Abherve-Gwegen
Danevell beaj
An Andoù, livenn-gein Suamerika. En amzerioù a-raok ar
Spagnoled, sez an Impalaerded Inka. An domani-mañ en deus
Jorj Abherve-Gwegen ergerzhet e zaou benn : Ekouador ha Chile.
Gant kirri-boutin, eus an harzoù gant Kolombia betek Chiloe,
enezenn voemus su Chile.
Iskisat douaroù, Andoù Ekouador : a-’haoliad war ar c’heheder
ha, daoust da se, erc’h o c’holeiñ o c’hribennoù.
Ha Chile, pimpatrom Europa ? Koulskoude... pa’z eer un
tammig war glask, ne zale ket ar sichenn indian da zont war wel.